Yann Le CunYann Le Cun
Yann André Le Cun[1], skrivet LeCun alies[2], bet ganet d’ar 8 a viz Gouere 1960, zo ur skiantour gall ha stadunanat[3] arbennik war an intent artifisiel. BuhezskridGanet eo bet e Soisy-sous-Montmorency, e-kichen Pariz, en ur familh a orin eus Gwengamp[2]. E 1983 e tapas un diplom ijiner eus ESIEE Pariz, hag e 1987, un dezenn war ar rouedadoù neuron e skol-veur Pierre et Marie Curie. Ur post-doktorelezh renet gant Geoffrey Hinton e reas e skol-veur Toronto e-pad ur bloavezh. Red-micherE 1988 ez eas da labourat e Bell Labs war ur meziant digejañ optikel an arouezennoù a zo bet implijet evit lakaat ardivinkoù da ober war-dro chekennoù dornkrivet. E 2003 e teuas da gelenner hag enklasker e skol-veur New York. E 2013 e kendiazezas hag e renas Meta AI, un embregerezh perc’hennet gant Meta a gas enklaskoù war an intent artifisiel. Enorioù
Daveoù
Information related to Yann Le Cun |
Portal di Ensiklopedia Dunia