Yann GonanGanet e oa Yann Gonan, Jean Conan, d'an 3 a viz Gwengolo 1765 e karter Abati Santekroe, e Gwengamp (Aodoù-an-Arvor a-vremañ) ha marvet d'an 18 a viz Kerzu 1834 e Tredraezh (22). Ur barzh brezhonek e oa. BuhezE vugaleaj e GwengampE dad a oa anvet Guillaume Conan hag e vamm, Mari Moalou. Daou vreur en doa, unan a oa martolod hag a varvas er mor, egile, soudard, a voe lazhet en Italia. Boporzh, Keriti-PempoullD'an oad a zaouzek vloaz e teuas Yann Gonan da vezañ mevel en Abati Boporzh, e Keriti-Pempoull, e-lec'h ma tremene e nozvezhioù o lenn. Posupl eo e oad o klask ober ur manac'h anezhañ. An nebeud a c'hopr en deveze a zispigne da brenañ levrioù. Desket e voe dezhañ lenn ha skrivañ en abati-se. Lenn a rae diouzh an noz diwezhat. E blijadur e oa. Lenn a rae al levrioù santel, an Testamant Kozh hag an Testamant Nevez. E berr-amzer o deskas dre eñvor, emezañ. Goude se e lennas levrioù lezennel hag ivez levrioù diaoulek evel an Alibardon! Martolod ha Soudard, an Dispac'h GallE 1785, e voe anvet Yann Gonan da soner taboulin ur gompagnunezh soudarded e Gwengamp. Lesanvet e oa "Guingamp" pa oa soudard. Ur plac'h a garas, met ne voe ket aotreet gant he zud da zimeziñ ganti. Da heul se eo en em ouestlas e 1786 da vont da besketa moru en Douar-Nevez met a-benn ar fin e teuas buan a-walc'h en-dro da Vreizh da Abati Boporzh ha d'al levraoueg e-lec'h ma plije dezhañ lenn ha studiañ. Mont a reas neuze war vor war ur vag a dri c'hant tonell anvet "Sauvage". Dirollet e veze ar mor alies. Ober a rejont peñse eno e-mesk ar skorn d'ar 14 a viz Mezheven 1787. ha degemeret en ur meuriad Beothuk e-lec'h ma tiwanas karantez etre eñ hag un indianez.http://fr.wikipedia.org/wiki/B%C3%A9othuks ![]() A-benn ar fin, e voe tapet war ur vag all hag e voe degaset en-dro da Vreizh e-lec'h ec'h adkavas levraoueg Boporzh e miz Kerzu 87. Eurediñ a reas d'ar 24 a viz Genver 1789 gant Marguerite-Jacquette Menguy. Ganti o devo daou vugel. D'ar 24 a viz C'hwevrer 1792, d'an oad a seizh vloaz warn-ugent, e tistroas d'an arme, ha gant e rejimant e tapjont Palez an Tuileries. En em gannañ a reas e Hondschote, Wattignies, Fleurus, Menen... dindan urzhioù ar jeneraled Jean Nicolas Houchard ha Jean-Baptiste Jourdan. Ar bloaz war-lerc'h, e 1793, e voe gloazet en e vorzhed, hag adkaset d'ar gêr e 1794 da-heul ur gwallzarvoud all. Mervel a reas Marguerite-Jacquette Menguy, e wreg, d'ar 25 a viz Genver 1797. Addimeziñ a reas Yann Gonan, hag eñ gwiader a zaou vloaz ha tregont, gant Marie Jeanne Le Thomet (nezerez) d'an 2 a viz Mendem eus ar 6vet bloavezh e Gwengamp ; pevar bugel o doe asambles. E miz Ebrel 1796 en emgannas a-enep d'ar Chouanted e Koad Malane, e-kichen Gwengamp. D'ar 26-27 a viz Here 1799 e klaskas ar Chouanted aloubiñ Sant-Brieg. Yann Gonan a oa e-touez difennerien kêr. Fin e vuhez, gwiader adarreNeuze e teuas da vezañ gwiader evel e dad. Mont a rae da labourat er menajoù e-kostez Tredraezh ha Lokmikael. labourat a rae war an deiz ha skrivañ diouzh an noz. Skrivet en deus tost da 40 000 gwerzenn. Ar pezh a blije dezhañ en galleg a lakae e stumm gwerzennoù brezhonek. Skrivet en deus ur varzhoneg emvuheziadur e brezhoneg a dremen 7000 gwerzenn o tanevelliñ e vuhez ha dreist-holl e veajoù pesketa hag arme. Anvet eo : 'Avanturio ar citoian Jean Connan a Voengamb'. Dre zegouezh e voe adkavet an dornskrid e levraoueg kastell Leskiviou e Pleiber-Krist e-kreiz ar c'hantved diwezhañ. Ennañ e vez danevellet gantañ e boanioù-spered soudard bloaz II ar Republik da goulz an Dispac'h Gall. Skrivet e voe an dra-se gantañ pa oa gwiader ha kozh e Tredraezh. War a seblant ez eas Fañch an Uhel (an Uzel) da welet e vugale dre ma oa o klask war-lerc'h an dornskridoù leusket dezhe gant o zad, met ne deuas ket a-benn da saveteiñ an holl dornskridoù, rak gwerzhet e oa bet ar bern paper-se evel paper da bakañ traoù evit un dalvoudegezh a ur skoed pe 3 lur-gall. ![]() E familh hag e vugaleSetu amañ roll ar vugale en deus bet gant e ziv wreg.
OberennoùSeizh dornskrid en deus savet met n'eus bet kavet ken nemet 4 klok.
En holl ez eus 29260 gwerzenn miret en deiz a hiziv, moarvat 37540 gwerzenn skrivet etre holl, bet skrivet pa oa erru kozh. Skrivet en dije ivez un toullad kanaouennoù. E vrezhonegNe skriver ket ken ar yezh evel ma rae Yann Gonan, levezonet da vat gant ar "brezhoneg beleg" breinet gant ar galleg. Kement en deus lakaet a c'halleg ken e vez trubuilhet al lenner alies gant ar gerioù a seblant distummet hag a ranker lenn a-vouezh-uhel ha dre ar reizhskrivañ gallek. Daoust da se, en deus e yezh perzhioù dreist. Da zeskiñ a zo digantañ war dachenn ar rannyezhouriezh. Alies en deve e skridoù blaz brezhoneg Goueloù. Santet e vez ez eo brezhoneger a-vihanik. Studiet en deus kalz ar skridoù koshoc'h, reoù ar pezhioù-c'hoari kozh. Adkavout a reer a-wechoù, moarvat hep gouzout dezhañ zoken, aspadennoù eus ar brezhoneg-krenn hag enklotennoù pe glotennoù diabarzh. TreserKavet ez eus bet 14 tresadenn en dornskridoù "Louis Eunius », « Santes Jenovefa » hag « Avanturio ar Citoien Jean Conan a Voengamb ». Gwelet e vez e plije se kalzik dezhañ. E-barzh « Santes Jenovefa » eo e kaver ar muiañ anezhe hag ar re vravañ ouzhpenn. Levrlennadur
Liammoù diavaezInformation related to Yann Gonan |
Portal di Ensiklopedia Dunia