Jean GratonUn treser ha senarioer bannoù-treset eo Jean Graton. Ganet e oa d'an 10 a viz Eost 1923 e Naoned. Krouer an heuliadenn Michel Vaillant an hini eo. BuhezskridDizoleiñ a ra Jean Graton ar sportoù dre glefusker dre micher e zad, komiser Klub marc'hoù-tan Naoned. Soñj en deus dont da welout 24 eurvezh ar Mañs gantañ pa eo yaouank tout. Dleout a ra ar Jean bihan labourat abred evel deskard junter betek 1943. Annezañ a ra e Brusel e 1947 (24 bloaz eo), un TGM junter gantañ nemetken. Labourat a ra e embregerezhioù bevaat ha bruderezh. Kregiñ a ra e 1951 da skeudennaouiñ Les Belles Histoires de l'oncle Paul a zo embannet er Journal de Spirou a-drugarez da Jean-Michel Charlier. Lakaat a ra e anv evit tresañ er Journal de Tintin ha embann a ra ennañ e dresadennoù kentañ e 1953. Lod anezho diwar-benn ar sport hag ar c'hirri zo embannet gant Le Lombard dindan an titl Ca c'est du sport ! e 1957. Krouiñ a ra er memes bloaz an dudenn Michel Vaillant, e miz C'hwevrer. E 1959 eo embannet an albom kentañ gant Le Lombard. E wreg Francine a sikour anezhañ en ul livañ an tresadennoù. Homañ a zo senarioourez an heuliadenn Les Labourdet krouet espres kaer evit ar merc'hed e 1966. E 1972 eo krouet an heuliadenn Julie Wood. Diazezañ a ra gant e vab Philippe Graton an ti-embann Graton Editeur e 1982. Krouiñ a reont e 1995 an heuliadenn Dossiers Michel Vaillant, pep albom dezhi dediet d'ur bleinier brudet. Krouiñ a reont e 2000 an heuliadenn Palmarès Inedit, tresadennoù Jean Graton eus ar bloavezhioù 1950-1960 enni. Sikouret eo ivez gant e vab Philippe evit azasaat Michel Vaillant d'ar sinema. Philippe Graton a zo e karg ar senariooù abaoe 1994 bremañ. Gurval ha Jean-Claude zo graet eus e vibien all. War e leve emañ abaoe 2004, o vezañ o chom e departamant Var. Prizioù
E oberennoùAr sportoù kirriSot eo Jean Graton gant ar sportoù dre geflusker, abalamour d'e vugaleaj e Naoned. Aet eo diwezatoc'h da sellout ouzh redadegoù kirri. Ober a ra anaoudegezh gant meur a vleiner. Isañ a ra e heuliadennoù bannoù-treset bleinerien zo da zibab ar micher-mañ. Levrlennadur
Liammoù diavaez
Information related to Jean Graton |
Portal di Ensiklopedia Dunia