Reizhiad vogalennek a-serzhGwelit ivez: LFE, Kensonennoù
Ront eo ar vogalennoù a-zehoù e pep par Er yezhoniezh e vez implijet ar gerioù reizhiad vogalennek a-serzh (saoz.: vertical vowel system) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz diwar-benn ur reizhiad vogalennek implijet gantañ ur ment hepken evit diforc'hañ ez-fonemek etre vogalennoù disheñvel. Gallout a rafed implijout pevar ferzh pe ment disheñvel evit lakaat kemm etre vogalennoù, da lâret eo ar rontder, an araokder, an adreñvder hag an uhelder, met ez-resis e ra dave ar reizhiadoù vogalennek a-serzh d'ar fed ma talvez an diforc'h uhelder evit lakaat kemm etre vogalennoù fonemek, da lâret eo liveoù serrder ha digorder ar vogalennoù. Ral a wezh eo seurt reizhiadoù bezañ a-serzh dre ret war al live fonetikel avat, da skouer gant ar witchiteg e vez implijet ur reizhiad vogalennek a-serzh ennañ div vogalenn a-raok (/e/ hag /i/) hag ur vogalenn a-dreñv (/a/) ha kavet e vez ivez un [o] dre enteuzadur ur vogalenn verr mui an hantervogalenn /w/ mui ur vogalenn verr all. Luziet-tre e c'hell bezañ seurt reizhiadoù enne meur a vogalenn disheñvel daoust ha ma vez implijet gante ur ment nemeti evel en oubic'heg, ma talvez ar friadur da lakaat kemm etre meur a vogfalenn ouzhpenn. Hervez dielfennadurioù 'zo e c'hellfe bout reizhiadoù vogalennoù a vent mann, da lâret eo enne ur vogalenn fonemek nemeti, evit rannyezhoù abc'hazek 'zo hag evit ar c'habardeg met ar goulakadur-se n'eo ket bet degemeret gant an darn vrasañ eus ar glaskourion. Kavet e vez reizhiadoù vogalennek a-serzh er yezhoù-mañ:
Kavet e vez ivez ur seurt reizhiad vogalennek a-serzh evit a sell ouzh vogalennoù berr an iwerzhoneg dre ma vez diforc'het kenetreze hervez o live digoradur/serrder nemetken daosut ha ma vez enebiet vogalennoù a-raok ha vogalennoù a-dreñv evit a sell ouzh ar vogalennoù hir. Gwelit ivez:
Information related to Reizhiad vogalennek a-serzh |
Portal di Ensiklopedia Dunia