Felis Naoned

Felis Naoned[1], bet ganet e Bourjez (Rouantelezh vizigot) er bloaz 511 pe 512 ha marvet e 582 e Naoned, a voe Eskob Naoned etre 548 ha 582 war-lerc'h e dad Emalius II.
Avielañ a reas ar maezioù tro-dro da Naoned, hag ober labourioù bras er gêr-se. Lakaat a reas toullañ ur ganol a zo c'hoazh en e anv hag echuiñ an iliz-veur. Emglevioù a reas gant pennoù ar Vretoned, evel Gwereg Iañ. Un iliz a zo en e anv e kêr Naoned. Lidet e vez d'ar 6 a viz Genver pe d'ar 7 a viz Gouhere.

Levrlennadur

  • Goueler ar Sent, Imbourc'h, 1994, p.112.

Liammoù diavaez

Notennoù ha daveennoù

  1. Goueler ar Sent, Imbourc'h 1994, p.112.
Prefix: a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z 0 1 2 3 4 5 6 7 8 9

Portal di Ensiklopedia Dunia

Kembali kehalaman sebelumnya