Emgann El BruchEmgann El Bruch
![]() ![]() Emgann El Bruch eo an anv roet da zaou grogad brezel hag a c'hoarvezas e 1808 entre bagadoù spagnol ha gall nepell diouzh El Bruch, e Proviñs Barcelona, e-kerzh Brezel Dizalc'hiezh Spagn. IstorD'ar 4 a viz Mezheven 1808 e voet roet urzh gant ar jeneral Duhesme da gas daou vagad a 4 000 soudard gall er-maez eus Barcelona dindan ar jeneraled François Xavier de Schwarz ha Chabran, da vont da Lleida ha Zaragoza, gant urzh da dremen dre Vanresa hag Igualada. Evit mont betek Manresa e rankent tremen dre El Bruch. Evit Chabran a ranke mont da adkavout soudarded ar marichal Moncey, kaset war-du Valencia, goude bet o chom e Tarragona (hag a voe graet hep diaezamant d'ar 7 a viz Mezheven 1808). Bagad ar jeneral Schwarz avat a oa da vont da-gaout armead ar marichal Lefebvre dirak Zaragoza. En deiz-se e voe dour-beuz ma rankas ar soudarded c'hall mont da repuiñ e Martorell. D'ar 6 en em gavjont dirak 2 000 soudard dindan Antonio Franch y Estalella, anezho soudarded eus Rejimant [Suis]ed niverenn 1 eus Wimpffen, ha gwazed skampet eus gwarnizon Barcelona. Ar Gatalaned disoudard a oa ganto a zeue eus Manresa hag eus Igualada hag an trowardoioù. Levrlennadur
Information related to Emgann El Bruch |
Portal di Ensiklopedia Dunia