Astureg
Ur yezh romanek eus is-skourr ar yezhoù asturek-leonek eo an astureg[1], pe asturianeg[2] (asturianu[3] er yezh-se end-eeun). Komzet e vez e Priñselezh Asturiez, pe Bro-Astur[4], hag en hanternoz León, e kornôg Kantabria hag e Miranda de Douro e Portugal ma'z eo anvet mirandes e yezh ar vro. Anvet eo bable ("trefoedaj", "brizhyezh") en Asturiez, ma n'eo ket ofisiel. Peurvuiañ ec'h anavezer teir rannyezh pennañ : hini ar c'hornôg, an hini dostañ d'ar galizeg ; hini ar reter, tostoc'h d'ar spagnoleg ; hini kreiz ar vro, he deus servijet da ziazez evit ar yezh skouer. E 2017, etre 100 000 ha 200 000 a dud a gomze astureg peogwir e oa o yezh kentañ[5], hag 400 000 - 647 578 a dud en holl en ur gontañ an dud a gompren ar yezh hep he c'homz. ; war-dro 5 000 den a ra gant ar rannyezh virandek. Liammoù diavaez
Notennoù
Information related to Astureg |
Portal di Ensiklopedia Dunia