Arvorig
![]() Arvorig eo an anv istorel kozh a roer d'ar vro anvet Breizh hiziv, kent donedigezh ar Vrezhoned er VIvet kantved. Deuet eo an anv eus Aremorica a veze graet anezhi e galianeg abalamour ma kave d'ar C'halianed e oa ur vro a-hed ar mor. Savet eo diwar un araogenn "are", an anv "mor", hag an dibennoù "ic", hag "a". Brasoc'h eget Breizh hiziv e oa Arvorig kozh, pa oa enni un tamm mat eus Normandi, betek bro ar Galeted, ur bobl o chom e kornad Dieppe. Dre vras e tape Arvorig eus Pornizh betek Dieppe, da lavarout eo aod Breizh tost penn da benn, hag aod Normandi. Bodet e oa pobloù Arvorig en ur c'hevredad. Hervez Strabon, an douaroniour gresian, ha Posidonios, e oa kar Arvorigiz (Armoricani) d'ar C'halianed anvet Belged (Belgae), a lavare Julius Caesar anezho : « Horum omnium fortissimi sunt Belgae » ( « Eus an holl eo ar Velged ar re galonekañ »). Julius Caesar : Bellum Gallicum. Levr VII. "XX uniuersis ciuitatibus quae Oceanum attingunt quaeque eorum consuetudine Aremoricae appellantur, quo sunt in numero Coriosolites, Redones, Ambibarii, Caletes, Osismis, Lemouices, Vnelli." Arvorig hizivHiziv e vez implijet alies e-lec'h Breizh, dre fazi peogwir ne gomzer ket eus ar memes gorread nag eus ar memes istor, hag en ur spered romantel kentoc'h. Lod a gav n'eo ket dinoaz na dizrouk an implij-se, dreist-holl pa vez kemeret gant aozadurioù-stad, da guzhat an anv Breizh a c'hallfe bezañ re bolitikel. SkouerioùImplijet e vez ar ger Arvorig (pe Armorique, kentoc'h e galleg)
Pennad kar
Information related to Arvorig |
Portal di Ensiklopedia Dunia