Anna Breizh
Anna Breizh[1] pe Anna Vreizh[2] a zo ganet d'ar 25 a viz Genver 1477 (1476 hervez an doare kozh) e Naoned ha marvet d'an 9 a viz Genver 1514 e Blois, e Bro-C'hall, a oa dugez Breizh, war-lerc'h marv he zad e 1488, ha betek 1514. Dre he dimezioù e voe ivez :
Merc'h e oa da Frañsez II (1435-1488), dug Breizh, ha d'e eil wreg Marc'harid Foix (war-dro 1449-1486), priñsez a Navarra. Keniterv a oa da Anna Foix, rouanez Hungaria. Hec'h anvWar a seblant ne oa ket gwall anavezet hec'h anv-badez er vro a-raok hec'h amzer ha ne voe ket a barrez anvet Santez Anna a-raok ar XVIvet kantved. Un anv boutin e oa deuet da vezañ avat war-dro fin ar XVvet kantved e Bro-C'hall. Un anv stank e vo e Breizh war-lerc'h emziskouezioù Santez Anna dirak daoulagad Iwan Nikolazig en Alre er XVIIvet kantved. He bugaleajNebeut a dra a ouzer eus he buhez a-raok marv he zad. Savet e voe dindan evezh Françoise de Dinan, itron Laval ha Kastellbriant. Evel bugale an noblañsed uhel e voe desket dezhi lenn ha skrivañ e galleg ha komz un tamm latin. Hervez ar vojenn he dije desket un tamm brezhoneg gant ur vatezh. Tud zo a lavar n'he devoa ket bet deskamant a-raok erruout e lez ar roue gall, dre ma ne oa ket troet he zad gant ar sevenadur. Koulskoude e oa ur barzh en e lez, a gane e glodoù, hag a oa anvet Jean Meschinot. Sellet e veze outi gant priñsed ar broioù amezek rak Breizh a oa ur preizh mat evit meur a hini. Ur bennhêrezMab ebet n'en doa bet an dug Frañsez II digant e wreg. Evit dizarbenn an diaezamantoù a c'halled gortoz gwelout e c'houlennas an dug digant Stadoù Breizh anavezout Anna evel danvez dugez e 1486. Peadra a oa d'arguzenniñ diwar-benn lakaat Anna da bennhêrez rak hervez feur-emglev Gwenrann e 1365 ne oa ket kaoz ne vije ket a vab en unan eus an div familh e oa ar gwir ganti da gaout ar gurunenn, da lavarout eo e ti ar re Voñforzh pe ar re Bentevr. Ar baotred a oa war ar renk a oa eus daou du neuze: Hêred a-berzh Moñforzh
Hêred a-berzh Pentevr
Da gentañ e felle dezhañ dimeziñ gant Anna, goude-se dimeziñ e vab dezhi. Prometet e oa bet dorn Isabeau (c'hoar Anna) d'e vab, nemet mervel a reas a-raok an eured. Eus an dimeziñ d'an euredHe dimeziñ mat eo a glask he zad ober, evit derc'hel penn ouzh roue Bro-C'hall a zo o klask lakaat e grabanoù war Vreizh. Dre ginnig da veur a briñs europat unaniñ an dugelezh ouzh o domani er stumm-se eo e voe gallet kaout skoazell diganto a-enep an enebour. Da gentañ e voe dimezet en-ofisiel da Edouarzh, priñs Kembre, mab da Edouarzh IV. Nemet pa varvas e dad e 1483 ne voe roue nemet e-pad tri miz, dindan an anv a Edouarzh V, rak lazhet e voe e Tour Londrez gant Richarzh, dug Gloucester, a zeuas da vezañ roue dindan an anv a Richard III. War-lerc'h e voe soñjet e meur a zimeziñ all:
BrezelioùE 1488 e oa faezhet armeoù Frañsez II e Sant Albin an Hiliber, war-lerc'h ar « Brezel Foll », e voe ret d'an dug plegañ da zivizoù feur-emglev Le Verger a oa displeget ennañ ne c'halle ket e verc'hed dimeziñ hep asant ar roue gall. D'an 19 a viz Kerzu 1490 e timezas an dugez Anna, dre hanterouriezh, da Vasimilian, roue ar Romaned, a zeuy da vout Masimilian Iañ an Impalaeriezh Santel, impalaer santel roman german. Dre se e teuas da vout rouanez ha mamm-gaer Charlez VIII, a oa bet dimezet da Varc'harid Aostria, merc'h da Vasimilian. Daoust da soudarded eus Kastilha hag eus Bro-Saoz da vezañ deuet da skoazellañ arme an dug e 1491, e talc'has La Trémoille (hag a oa bet trec'h a Sant-Albin) gant ar brezel, hag e teuas ar roue gall da lakaat seziz war Roazhon ma oa Anna o repuiñ, evit lakaat e grabanoù warni. Skrivañ a reas Philippe de Commines, istorour ar roue gall: « Dinac'h merc'h roue ar Romaned, ha hi yaouank-flamm, a reas ar roue Charlez VIII (13 vloaz e oa an Aostrianez, 14 vloaz e oa Anna), ha kemer a reas da bried merc'h an dug Frañsez Breizh evit diwall ar peoc'h e dugelezh Breizh, a oa dezhañ tost penn-da-benn da vare ar feur-emglev, war-bouez kêr Roazhon [a oa o stourm outañ] ha merc'h an dug a oa enni. » Goude un hir a seziz, hep skoazell a nep perzh, hep esper da zerc'hel ken, e voe digoret perzhier kêr d'ar roue hag e voe graet dimeziñ Anna ha Charlez e chapel ar Jakobined e Roazhon. Goude-se e voe kaset an dugez da gastell Langeais, war lez ar stêr Liger, nepell diouzh Tours. EuredoùLidet e voe an eured e kastell Langeais, e Touren, d'ar 6 a viz Kerzu, goude ma oa dispennet d'he dimeziñ kentañ gant ar pab. Roet e voe gwirioù an daou bried war Vreizh d'an eil ha d'egile. Ma ne vije ket a vab dezho e voe divizet e rankje Anna dimeziñ gant an hini a vije roue war-lerc'h Charlez. C'hwec'h bugel o doe, nemet o-c'hwec'h e varvjont en-bihan. An hini a vevas an hirañ a oa bet anvet Charlez-Orland. Pa varvas Charlez VIII, e timezas gant he zrede gwaz, Loeiz XII a Vro-C'hall, d'an 8 a viz Genver 1499, e Naoned. Rouanez Bro-C'hallDre he dimeziñ e 1491 e teue Anna Breizh da vezañ rouanez Bro-C'hall. En he c'hontrad ez eus skrivet eo graet an eured evit asuriñ ar peoc'h etre dugelezh Breizh, kontelezh Naoned, ha rouantelezh Bro-C'hall. Pa voe intañvezet e 1498 e tistroas da Vreizh, hag e tizoloas lec'hioù n'he devoa ket gwelet pa oa bugel. He bugalePevarzek bugel he doe Anna, c'hwec'h gant he fried kentañ, a varvas a-raok o zad, hag eizh gant an eil. Eus an eizh bugel he doa bet gant hec'h eil pried avat ne chomas nemet:
1991 : Pemp-kantvet deiz-ha-bloaz hec'h euredE 1991 e voe lidet pemp-kantvet deiz-ha-bloaz eured Anna Breizh ha Charlez VIII. E Roazhon, a oa bet lakaet seziz dirazi, a oa bet o stourm ouzh an alouber hag ouzh an naonegezh, ne voe graet meneg ebet eus an darvoud. 2014 : Pemp-kantvet deiz-ha-bloaz he marvUn timbr zo bet graet gant ar post gall en hec'h anv. Levrioù
Liammoù diavaez
Notennoù ha daveoù
Information related to Anna Breizh |
Portal di Ensiklopedia Dunia