Gwalldaolioù an 13 a viz Du 2015 e Parizgwalldaolioù an 13 a viz Du 2015 e Pariz
Gwalldaolioù a voe kaset da benn e Pariz d'an 13 a viz Du 2015, adalek serr-noz, gant tud eus ar Stad Islamek hervez a voe embannet gant pennoù an aozadur. 129 den a zo bet lazhet e-kerzh ar gwalldaolioù[1], 352 gloazet, 99 anezho o vezañ en arvar bras da vare an darvoudoù[2]. Dre an niver a dud lazhet ez eo ar gwalldaolioù gwashañ a zo bet e Bro-C'hall abaoe fin an Eil Brezel-bed[3]. 20 tamallad, 6 anezho marvet e Siria bete-gouzout, zo barnet gant lez-asizoù a-ratozh Pariz adalek an 8 a viz Gwengolo 2021. Tud lazhet dre vroadelezhNotenn : an niver a vretoned n'eo ket anavezet.
KemperzhMiz Genver 2015 : ar vreudeur Kouachi hag Amedy Coulibaly, en anv ar strollad Al-Qaida e Yemen hag en hini ar Stad Islamek, o devoa aozet un heuliad gwalldaolioù hag a grogas gant al lazhadeg e sez ar gazetenn Charlie Hebdo hag a echuas gant tagadenn an Hyper Cacher, ur gourmarc'had yuzev. Seitek den a voe lazhet e-kerzh an argadennoù. Arc'hadurListenn ar sponterienSportva Stade de France
Straedoù
Bataclan
Tud klasket
Diarbennoù enep sponterezh
Pray4Paris / PeaceForParis
Un arouez liammet gant an hashtag #Pray4Paris (Pray for Paris, "Pedit evit Pariz") war Twitter zo bet krouet evit ma c'hellfe an dud diskouez pegen heuget e oant gant ar gwalldaolioù hag evit bezañ kengred gant ar c'houzañvidi hag ar bobl c'hall. Kinkladurioù glas-gwenn-ruzKen spontet ez eo bet an dud dre ar bed ma'z eo bet kinklet monumantoù meur ar bed a-liv gant ar banniel gall.
KounlidoùKounlid ar 27 a viz Du 2015D'ar Gwener 27 a viz Du 2015 e voe ar c'hounlid ofisiel a-berzh ar Stad c'hall, unan broadel ha meur e porzh an Invalides. Ar ganaouenn Quand on a que l'amour gant Jacques Brel a oa bet choazet evel kanaouenn-goun d'ar c'houzañvidi. Gant Yael Naïm, Camélia Jordana ha Nolwenn Leroy ez eo bet kanet[21]. Ar prezidant François Hollande en deus graet un disklêriadur e-pad 16 munutenn[23]. Enebadurioù ouzh ar c'hounlidoùLod tud e Bro-C'hall zo savet enep ar c'hounlidoù en enor da c'houzañvidi ar gwalldaolioù, ha pa vefe ar c'hounlid ofisiel e Pariz savet gant ar Stad c'hall pe ar vunutenn vut dre an tiriad gall. Enebadur ouzh ar c'hounlid ofisiel
Enebadurioù ouzh ar vunutennad tav
Meuleudigezh d'ar gwalldaolioùMeuleudigezh a oa bet graet d'ar gwalldaolioù gant izili ar Stad Islamek, o tiskleriañ e oa un doare veñjañs evit ar bombezennoù stlapet gant ar Frañs war douaroù ar c'halifat (Siria, Irak)[34]. Lod tud all er Frañs o deus bet savet meuleudigezh d'ar gwalldaolioù, diaes eo gouzout hag a-du int gant ar Stad islamek pe ma z'int tud sot:
Gwalldaolioù an 13 a viz Du 2015 ha WikipediaPa grogas an heuliad gwalldaolioù e Pariz e oa chomet amsklaer evit ar media ha nerzhioù surentez ar Stad c'hall hag ur fuzuilhadenn hailhoned e oa, pe gwalldaolioù sevenet gant sponterien. Mojennoù tro-dro d'ar gwalldaolioù
Ur vojenn a zo savet adal lec'hiennoù spagnolek : tri zrafiker dramm o dije muntret sponterien hag a oa o vont da gemer perzh e tagadenn 13 a viz Du 2015. Adkemeret war Facebook hag al lec'hienn vroadelour c'hall Resistance Republicaine, an istor a zo ur vojenn krouet penn-da-benn[40].
Zouheir, un evezhier er Stade de France a orin arab ha muzulmat; en dije harzet ar sponterien a oa o klask dont tre er savadur. Ur vojenn ez eo an istor-se, krouet war Twitter gant ur vaouez amerikan he deus treuzkomprenet ur pennad en ur gazetenn.
Ur chadenn posteloù zo o vont gant e hent, o tisklêriañ e vije ur viruz o tont gant ur postel anvet « On est tous Paris » hag ez eo arabat e zigeriñ rak ur viruz a vije e-barzh[41].
E Gaza, pa erruas ar c'heloù eus gwalldaolioù Pariz, e vije bet ur barrad joa ; poltredoù a ziskouezas tud Gaza laouen-sot. Ur vojenn all eo : kalz koshoc'h eo ar poltedoù, pa ziskouzont levenez tud Gaza a-c'houde un arsav-brezel etre an Hamas hag Israel.
E kamp ar "Janglenn" e Calais e vije bet plantet tan evit veñjiñ gouzañvidi tagadennoù Pariz. Ur vojenn eo, un tan-gwall e oa e gwirionez. Tro-dro d'ar gwalldaolioùUn Humble Bundle a oa bet savet a-benn sikour gouzañverien Gwalldaolioù an 13 a viz Du 2015 e Pariz. Anv ar Bundle a oa Humble Bundle GiveForFrance , an embregerezh e-liamm a oa Focus Home interactive[42],[43]. Notennoù ha daveennoù
Information related to Gwalldaolioù an 13 a viz Du 2015 e Pariz |
Portal di Ensiklopedia Dunia